Mont d’an endalc’had

Paraguay

Eus Wikipedia

'''República del Paraguay

Tetã Paraguái'''
Republik Paraguay

Banniel Paraguay ardamezioù Paraguay
Banniel ardamezioù
Ger-stur : Paz y justicia
Kan broadel: Paraguayos, República o muerte
Lec'hiadur Paraguay
Lec'hiadur Paraguay
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Asunción
25°16′S 57°40′W
Yezh(où) ofisiel Spagnoleg, Gwaranieg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Horacio Cartés
Gorread
 - Hollad 406 750 km² (59)
 - Dour (%) 2.3
Poblañs
 - istimadur 2006 3,323,906 ()
 - niveradeg 2005 6 347 884
 - Stankter 14/km²
Moneiz guarani (PYG)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .py
Kod pellgomz +595

Ur vro e Suamerika eo Paraguay[1], hag etre Arc'hantina, Brazil ha Bolivia emañ. República del Paraguay, distaget (LFE) [reˈpuβlika ðel paɾaˈɣwai] eo an anv spagnolek ofisiel ; Tetã Paraguái eo e gwaranieg.

406 750 km² eo ar gorread anezhi. 6 347 884 annezad e oa e 2005. Asunción eo ar gêr-benn.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennet eo bet Fernando Lugo da brezidant ar republik e 2008, gant 41% eus ar mouezhioù. Ar partido colorado (tu-dehoù) en doa bet ar galloud e-pad 61 bloaz. E 2013 eo bet dilennet Horacio Cartés eus ar partido colorado.

Departamantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Paraguay e 17 departamant, gant ur statud dibar d'ar gêr-benn.

Skeudenn loarell Paraguay.

Ar Cerro San Rafael eo beg uhelañ ar vro, gant 850 metr uhelder.

An hin a ya eus istrovanel da gerreizh.

Danvezioù naturel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Demografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou yezh ofisiel zo hervez ar vonreizh: ar gwaranieg hag ar c'hastilhaneg. Paraguay zo unan eus ar broioù ral ma vez anavezet ur yezh indian abaoe pell.

94 % eus ar boblañs a gomz guarani. 39,2% zo unyezhek guarani, 48,9% zo divyezhek guarani-kastilhaneg ha 2,7% a gomz ur yezh indian all gant ar guarani evel eil yezh a-wechoù.

Bez' zo 21 yezh vev en holl : an aché, an alamaneg standard (tud enbroet), an ayoreo, boliveg ar reter, ar chamacoco, ar chiripá, ar chorote iyo'wujwa, ar c'hastilhaneg, ar guana, ar guaraní, ar guaraní mbyá, guaraní Paraguay, al lengua, ar maca, ar maskoy pidgin, ar nivaclé, ar pai tavytera, ar plautdietsch (alamaneg ar vennonited), ar portugaleg, ar sanapaná, an tapieté, an toba hag an toba-maskoy. Hag ur yezh varv, an emok.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  1. Paragwai e Geriadur Hemon-Huon, Al Liamm, 1993.
  翻译: