Mont d’an endalc’had

Aksoum

Eus Wikipedia
Obeliskenn en Aksoum.
Chapel Arc'h ar C'hevredad


Ur gêr eus Etiopia eo Aksoum (አክሱም, Aksum). Er stad kevredadel anvet Tigrae emañ. Hervez Ajañs Kreiz Stadegoù Etiopia ez eus 47.320 annezad o chom enni.

Kêr-benn relijiel Iliz ortodoks Etiopia eo. Ortodoks eo 75% eus an Aksoumiz. Muzulmaned sunit ha kristenien all eo ar peurrest eus an annezidi. Kêr sakrañ Etiopia eo hag unan eus lec'hioù pirc'hirinañ pennañ ar vro. T'imk'et (Gouel ar Rouaned), d'ar 7 a viz Genver ha Maryam Zion e dibenn miz Du eo ar gouelioù relijiel pouezusañ.

Ur rouantelezh eus an Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêr-benn rouantelezh Aksoum, savet er c'hantved I, e voe. Ur briñselezh e voe er penn kentañ. En em ledañ a reas buan ar rouantelezh eus Yemen betek reter Soudan o lonkañ ar rouantelezhioù bihan tro-dro. En he barr e voe er Vvet kantved. Ur vro genwerzhel c'halloudus e voe d'ar mare-se. Kontrollañ a rae an hentoù kenwerzhel etre Afrika hag Azia. Ergerzhadegoù a gaso da-benn en tu al eus ar Mor Ruz, evel e 571 a-enep Mekka. Ar vro gentañ a skoas moneiz en Afrika e voe.

Ar mein-sonn eo savadurioù pouezusañ Aksoum : pikol obeliskennoù kizellet gant tresoù int. Hervez an henoniourien e oant bet savet a-us da vezioù penntierned ar rouantelezh kozh. E-touez ar mein-sonn-se emañ an unvein benet brasañ er bed. 35 metr uhelder e oa an obeliskenn uhelañ. Sur a-walc'h he doa kantennoù metal war ar c'hostezioù. Bezioù niverus zo bet kavet, reoù zo a oa bet gweladennet dija. E mirdioù Aksoum hag Addis Abeba emañ ar pinvidigezhioù enno. E norzh kêr Aksoum emañ strollet an darn-vrasañ eus ar mein-sonn. Enskrivet eo lec'hiad henoniezh Aksoum e roll glad bedel an UNESCO abaoe 1980. Lec'hioù all a ya d'ober glad Aksoum evel Itron Varia Sion bet savet e 1665. Hervez kont emañ Arc'h ar c'hevredad enni. En iliz-se e veze kurunet impalaerien Etiopia betek Fasilides (XVIIvet kantved), ha diwezhatoc'h adalek Yohannes IV (XIXvet kantved) betek ma 'z eas an impalaeriezh da get.

En em gavout a reas Sabaiz, Mineiz hag Homerited en Etiopia eus rouantelezhioù « Arabia Eürus » (Yemen) etre 1 000 ha 400 a-raok J.-K.

Un aerborzh zo en Aksoum (kod AITA : AXU).

  翻译: