Mont d’an endalc’had

France Prešeren

Eus Wikipedia
France Prešeren

Ur barzh sloven eo bet France Prešeren (3 Kerzu, 1800 - 8 C'hwevrer, 1849).

Sellet e vez ouzh France Prešeren evel ouzh barzh brasañ Slovenia. Priziet-kaer eo en e vro met pelloc'h ivez rak e varzhoniezh a oa diouzh standardoù lennegezh diorroet Europa ar mare. Unan eus gwellañ romantelourien Europa eo bet.

Ganet e oa bet war ar maez e Vrba, e Slovenia. Fellout a rae d'e vamm ez afe da veleg met den a Iliz ne zeuas ket da vezañ. Prederouriezh a studias ha, goude-se, gwir e skol-veur Vienna. Tapet e zoktorelezh war ar gwir gantañ e kavas fred evel skoazeller en un embregerezh war ar gwir e Ljubljana. Morse ne zeuas da vezañ ur gwiraour war e gont avat.

Barzhonegoù a skrive war e amzer vak. War-eeun eo awenet e varzhoneg vrudet Sonetni Venec (garlantezenn sonedennoù) gant e garantez c'hwitet evit Julija Primic (alamanekaet e "Julia Primitz") ha marv e vignon tost, ar barzh Matija Čop (Matthias Tschop). Evel gortozet e santer en ur c'halz eus e labourioù pasionoù goudrenk. Dedennus eo ar furmad bet implijet gantañ evit skrivañ Sonetni Venec : Dont a ra linenn ziwezhañ ur sonedenn da vezañ linenn gentañ an hini a zeu d'he heul. Evel-se ez a pevarzek sonedenn an dastumad da sevel ur c'harlantezennad tortiset a fromoù lourennek; n'hall ket sonedenn ebet bezañ drezi hec'h-unan. Mont a ra gwerzioù kentañ ar pevarzek sonedenn hag o lizherennoù kentañ da stummañ ar gerioù ""Primicovi Julji", "da Julija Primic". Lakaet eo bet seizhvet strofad barzhoneg Zdravljica (Yec'hed) Prešeren da gan-broadel e 1991. E meur a yezh eo bet troet e varzhonegoù. Kalz en deus bet skrivet en alamaneg ivez. Lod eus e varzhonegoù bet embannet evit ar wech kentañ war ar gazetenn a veze kinniget e sloveneg hag en alamaneg, ar pezh a ziskuilh e ijin barzhek muioc'h c'hoazh.

Marvet eo d'an 8 a viz C'hwevrer, 1849 e Kranj e Slovenia. Graet e vez bremañ Deiz Prešeren eus an 8 C'hwevrer eno hag un devezh gouel sevenadurel broadel eo. Gwelet e vez ivez Prešeren war ar bilhedoù 1000 tolar ha war Plasenn Prešeren e Ljubljana ez eus un delwenn eus ar barzh a sell da viken war-du un izelvos eus Julija pintet uhel war voger ur savadur er penn all eus ar blasenn.

A-wechoù e vez implijet e anv dindan ar stumm alamanek "Franz Prescheren", dreist-holl en dielloù kozh a sav d'ar mare ma oa Slovenia dindan beli Aostria.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  翻译: