Mont d’an endalc’had

Gizah

Eus Wikipedia
Ur pennad Nekropol Gizah zo ivez.
Gizah gwelet diwar nij :
ar piramidennoù da gentañ, kêr a-dreñv.

Gizah, en arabeg الجيزة (al-Gizah en Egipt, al-Jizah e lec'h all), a reer eus ur gêr eus Egipt lec'hiet war glann gleiz an Nil adal da gêr gozh Kaero. Brudet eo Gizah er bed a-bezh en abeg da biramidennoù brasC'houfou, C'hefren ha Mikerinos an anv anezhe — ha d'ar Sfiñs. Lec'hiet war un uhelgompezenn, un nebeud kilometradoù diouzh kêr, e chom ar savadurioù-mañ evel testenioù gwirion eus sevenadurezh an Henegipt.

Hiziv ez eo Gizah pennlec'h ur broviñs, enni war-dro 2 500 000 annezad[1]. Deuet eo bremañ da vezañ ul lodenn eus meurgêr Kaero.

Nekropol Gizah

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh ar pennad Nekropol Gizah

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 883 189 annezad e niveradeg 1986, 2 221 868 annezad e niveradeg 1996, 2 491 991 annezad a vefe e niveradeg 2007.
  翻译: