Jeruzalem
Jeruzalem (hebreeg: ירושלים Yerushaláyim; arabeg: القدس al-Quds, pe أورشليم ʔūrushalīm) zo ur gêr er Reter-Nesañ hag a zo a-bouez er relijionoù yuzev, kristen ha muzulmat, hag e spered broadel Israeliz.
Yerushalayim ( ירושלים ) eo an anv hebraek, القدس al Quds evit an arabegerien vuzulmat hag اورشليم Ûrshalîm evit an arabegerien gristen.
An anv ofisiel en Israel eo « Yerushalayim Ûrshalîm al Quds ».
Disklêriet he deus Stad Israel e oa Jeruzalem unvanet he « c'hêr-benn beurbad ». N'eo ket anavezet an doare-se da lavaret gant ar gumuniezh etrebroadel, rak karterioù Jeruzalem ar Reter a vez sellet outo evel un dachenn dindan dalc'h Palestiniz hag a anavez Jeruzalem evel kêr-benn ur Stad palestinian da zont.
Savet eo bet kêr war ar menez Sion, 745 m uhelder dezhañ. E deroù 2005, e oa 200 km² dindani evit 933 113 a annezidi. Kavout a reer mesk-ha-mesk er gêr-se un niver a relijionoù, a bobloù, hag a strolladoù sokial. Gronnet eo al lodenn anvet "kêr gozh" gant mogerioù-kreñv ha kavout a reer enni daou garter poblet gant Arabed dreist-holl, anvet "karter kristen" ha "karter muzulmat", ur c'harter armeniat hag ur c'harter yuzev.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar furchadegoù arkeologel, hag ar priajoù dizoloet ganto, e ouzer e oa tud o vevañ kostez Jeruzalem dija e-kreiz ar IVvet milved a-raok J-K. Muioc'h a roudoù c'hoazh (bezioù, tier, ha priajoù a bep seurt) a laka anat e oa annezet en un doare padus e penn-kentañ Oadvezh an arem, war-dro -3000 eta.
Ar c’hoshañ meneg eus kêr, Urushalem, a gaver e testennoù egiptat skrivet war-dro 1900 a-raok J-K. D'ar mare-se e vefe bet Jeruzalem ur geoded-Stad, unan eus ar reoù pennañ ma veve ar Jebuzeed, ur meuriad eus ar bobl genaan. Adalek ar XVIvet kantved a-raok J-K e vefe bet dindan veli faraoned Egipt. Kement-mañ a lenner, da skouer, war dablezennoù kavet en Amarna hag engravet war-dro 1400 a-raok J-K : ur geoded-Stad bihan ha galloudus e oa Jeruzalem neuze, renet gant ur gouarnour gwaz d'ar faraon. Brezel a veze a-wechoù etre hi ha kêrioù all tro-dro, evel Ashkelon, ha freuz abalamour da vandennoù preizherien. Gant se ez eas kêr war ziskar tamm-ha-tamm, betek donedigezh an Israelourien. Kantreat e oa ar re-se, ha war ar maez en em stailhjont da gentañ, pa oa ar Jebuzeed o chom er c'hêrioù bras.
Hervez ar Bibl e voe kemeret kêr Jeruzalem diganto gant ar roue israelour David, dre hanterouriezh un niz dezhañ, ar jeneral Yoav, e 1004 a-raok J-K. David a lakaas degas Arc’h an Emglev di, ar pezh a greskas kalz he brud, hag he finvidigezh war ar memes tro. Jeruzalem, anvet « Kêr David », a zeuas neuze da vezañ ur greizenn relijiel a bouez, daoust ma oa ur gêr bihan a-walc'h c'hoazh. Salomon, roue war e lerc’h, a lañsas labourioù da sevel an Templ kentañ, evit seveniñ bolontez Moizez, ha Palez ar Roue.
Da-heul un disrann war-lerc'h marv Salomon e oa Jeruzalem kêr-benn Yehouda, da lavaret eo rouantelezh kreisteiz an Israelourien. Pa voe aloubet an hini norzh gant an Asirianed e teuas forzh Israelourien da vevañ da Jeruzalem, a greskas kalz diwar neuze, evel ar c'hêrioù stag outi, evel Arad ha Beer-Sheva. Gant Hizkia, roue Yehouda e-tro 700 a-raok J-K, e voe kempennet ar gêr, gant ramparzhioù nevez hag un tunnel da zegas dour. E vab-kuñv, ar roue Yoshia, a adaozas ar rouantelezh hag ar feiz yuzev en-dro d'un Doue hepken, servijet en un templ hepken, ha diwar un torkad testennoù hepken.
E 587 a-raok J-K e voe kemeret kêr gant arme Naboukadnesar, penn Babilonia, ha didronet ar roue. Da-heul un emsavadeg e voe gwastet ha pulluc'het kêr gant ar vistri nevez, ha lakaet diskar an Templ hag ar mogerioù-kreñv. Ur c’halz eus an dud a voe kaset dre heg da Vabilon. E 538 e c’hallas an Israelourien distreiñ da Yehouda, gant aotre ar roue pers Kirus, en doa roet lamm da impalaeriezh Babilonia. Jeruzalem a greskas he foblañs a-nevez, hag un Templ a voe adsavet, bihanoc’h anezhañ. Ne oa ket ken pinvidik hag ar c'hêrioù war an aod avat, abalamour ma oa an hentoù ar c'henwerzh en arvor. Gant Nehemia e voe adsavet ar ramparzhioù e-kreiz ar Vvet kantved a-raok J-K.
E 332 a-raok J-K e voe sujet Yehouda, ha Jeruzalem war un dro ganti, gant Aleksandr Veur. Adalek neuze e chomas kêr er « bed hellenadek » betek 638 goude J-K, ha trec’h an Arabed war Bizantiz. Renet e voe gant pennoù gresian, gant al Lagided da gentañ, staliet en Egipt, ha gant ar Seleukided goude se, int mestr war tiriadoù reterañ Rouantelezh Makedonia bet. Ma voe digor spered rouaned zo e klaskas Antíokhos IV gresianaat ar vro, hag an Templ zoken, a voe lakaet en anv Zeus gantañ. Pa voe graet un aberzh pagan ennañ e voe gwelet evel un taol-disakr gant ar Yuzevien, abalamour ma oa o savadur santelañ. Kement-mañ zo kaoz da emsavadeg ar Vakabeed, mestr war gêr e 164 a-raok J-K. Betek donedigezh ar Romaned e chomjont e penn o rouantelezh dezho, a oa Jeruzalem he c'hêr-benn. An Templ a zigorjont en-dro, ha meur a dra a savjont : ramparzhioù nevez, ur c’hreñvlec’h, ur palez hag un dourbont.
E 63 a-raok J-K e erruas ar Romaned gant Pompeius en o fenn, ha buan en em gavas rouantelezh Yehouda dindan o gwarezveli. Herodez Veur, aet da roue gant o sikour, a reas labourioù bras e kêr, dreist-holl war Menez an Templ, ma savas ur c'hreñvlec'h hag ur palez. Adsevel a reas an Templ, adalek 20 a-raok J-K, gant mogerioù uhel ha fetis tro-dro dezhañ (Moger an Daeloù zo ul lodenn anezho), hag ur blasenn bras-divent dirakañ evit degemer e-leizh a feizidi da-geñver ar gouelioù yuzev bras, evel Pask. Evit doare e c'halle 200 000 a dud en em dolpañ eno, d'ur mare ma oa 6 pe 7 milion a Yuzevien en impalaeriezh. Ne oa ket Jeruzalem ken bras se pa voe krusifiet Jezuz er Golgota, un dorgenn e-kichenik kêr : etre 50 000 ha 100 000 a dud a oa o chom enni. Hervez Plinius an Henañ e oa « ar geoded vrudetañ en Oriant » avat. Seul vrudetoc'h e teuas da vezañ gant diorren ar relijion nevez, ar gristeniezh.
E 66 goude J-K en em savas ar Yuzevien a-enep ar Romaned hag ar baganed. E-pad pevar bloaz e voe dalc’het kêr gant an emsavidi. Mare ar Zeloted e oa, ul luskad taer hag a gase ar stourm enep ar Romaned hag ivez ar veleien vras hag ar pennoù kentañ suj outo. Titus a zeuas gant e arme da lakaat seziz e 70. Tangwallet ha peurziskaret e voe kêr ganto, ha lazhadeget an dud, pe gwerzhet evel sklaved. War o lerc'h ne chome en o sav nemet tourioù palez Herodez.
An impalaer Hadrian a zivizas adsevel kêr war-dro 130 goude J-K, diwar un tres giz roman hag a zo anat er gêr gozh hiziv c'hoazh. An impalaer a felle dezhañ ober ur gêr bagan eus Jeruzalem : un anv nevez a roas dezhi, Colonia Aelia Capitolina, ha meur a dempl a lakas sevel, an hini pennañ lakaet en anv an doue Yaou Capitolin. Droug a savas er Yuzevien gant kement-mañ, ken ma tarzhas un emsavadeg all e proviñs Yehouda, renet gant Shimon Bar-Kokhba, enep kement hini na oa ket yuzev : Romaned, paganed, kristenien. Ur wech ouzhpenn e voe trec’het ha lazhadeget an emsavidi, ha da-heul e voe skarzhet ar Yuzevien diouzh Jeruzalem, ha difennet outo chom enni (betek an IIIvet kantved).
D'ar mare-se e oa Jeruzalem ul lec’h pirc’hirinaj dija evit ar gristenien c'hoant ganto gwelet lec’hioù ar Pasion hag an Dasorc'hidigezh. An impalaerez Helena a zeuas war al lec’h da adkavout al lec’hioù santel. Ar Groaz Santel a vefe bet anavezet ganti, hervez ar vojenn, e-pad al labourioù da ziskar templ Venus. Meur a vazilikenn a lakaas he mab Kustentin sevel, en o zouez an Anastasis, a zo kontet da vezañ kentañ iliz ar Bez Santel. Reiñ a reas en-dro an anv Jeruzalem da gêr, ha paouez gant Aelia Capitolina, an hini roet gant Hadrian.
Er IVvet kantved e voe aozet an Iliz kristen en-dro da beder fatriarkiezh, en o zouez Jeruzalem, hag ar gristeniezh a yeas da relijion ofisiel dindan ren Theodosius. Gant se e teredas muioc’h-mui a birc’hirined d'ar gêr santel, hag ingal e kreskas he foblañs hag he finvidigezh. Hervez unan anezho, Pirc'hirin Bourdel, aet da Jeruzalem e 333, « en em vesk an hengounioù yuzev, roman ha kristen » eno neuze.
Krennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er VIIvet kantved e voe aloubet Jeruzalem gant ar Bersed hag an Arabed lerc'h-ouzh-lerc'h. Ar roue pers Kosroez II a brofitas eus brezelioù hêrezh impalaeriezh roman ar Reter evit kemer kêr ha gwastañ anezhi e 614, hag evit se e voe skoazellet gant Yuzevien Jeruzalem. Lazhadeget pe harluet e voe ur c'halz eus ar gristenien, a oa ar muiañ-niver ganto d'ar c'houlz-se, ha distrujet e voe kalz ilizoù. Goude ar freuz hag ar reuz ez eo Bizañs a voe mestr a-nevez war Jeruzalem, adalek 629, d'ur mare ma kroge an Arabed da blantañ ar yenn e Palestina.
Gant ar c'halif Umar en o fenn e kemeras ar re-se Jeruzalem e 638. Ne voe ket preizhet ganto, abalamour ma oa gwelet evel ur gêr santel ganto ivez. Diwar neuze e voe renet Jeruzalem gant an Omeiaded, a oa e penn ur galifiezh bras-divent, gant Damask da gêr-benn. Kentañ moskeenn kêr a savjont war Menez an Templ, a oa bet dilezet gant ar gristenien : moskeenn al-Aqsa, a zo anezhi hiziv c'hoazh. Bolz ar Roc’h ivez a voe lakaet sevel e 691 gant ar c'halif Abd al-Malik, a-us Roc'h an Diazez, ur pezh karreg sakr evit ar vuzulmaned koulz hag evit ar Yuzevien. Adalek an VIIIvet kantved e krogas an hengoun vuzulman da liammañ Jeruzalem ouzh buhez Mahomed, daoust ma n'eus ket anv anezhi er C'horan. Hervez an hengoun-se e vefe chomet a-sav ar profed war Menez an Templ e dibenn e veaj ziwezhañ (an Isra), hag ac'hann e vefe pignet war-du an neñv (ar Mi'raj), en ur lammat diwar ar Roc'h. Evit doare e vefe ur strategiezh empentet gant an Omeiaded, dezho da gaout o c'hêr santel dezho, d'ur mare ma oa Mekka e krabanoù enebourien dezho. Evel-se e tapas buan Jeruzalem brud er bed muzulman a-bezh, a oa bet astennet war tri c'hevandir gant ar galifed. Da vare an Omeiaded e voe aotreet ar yuzeviezh e Jeruzalem, a oa bet berzet gant Roma ha Bizañs, ha savet ur sinagogenn. E-tro 800 e c'hallas ar birc'hirined kristen kemer penn hent Jeruzalem adarre. N'anavezer ket mat an daou gantved da-heul, a-raok ar bloaz 1000, defot mammennoù. A-hervez e oa lañs gant Jeruzalem, eviti da vezañ kalz bihanoc'h eget kêrioù pennañ ar galifiezh evel Damask, Baghdad ha Kaero. E 1033 e voe drastet kêr gant ur c'hren-douar ; da-heul an darvoud-se e voe savet al lodennoù koshañ eus moskeenn al-Aqsa a-vremañ dre urzh ar c'halif Ali az-Zahir.
Meur a wech e cheñchas mestr da Jeruzalem war-lerc'h diskar kalifiezh an Omeiaded. En diwezh ez eas an tu kreñv e 1073 gant ar Seldjouked, un tiegezh turkian. Goude bezañ lazhet annezidi e nac'has ar vistri nevez reiñ digor d'ar birc'hirined kristen en-dro. Rak se e voe lañset ar Groaziadeg kentañ e 1095 gant ar pab Urban II. E 1099 en em gavas arme ar Groazidi (en o zouez Alan IV, dug Breizh) ouzh troad kêr Jeruzalem. Ur mizvezh e padas ar seziz, ha d'ar 15 a viz Gouere e voe kemeret kêr gant ar Groazidi erfin. Ur bern muzulmaned ha Yuzevien a voe lazhadeget ganto en deiz-se, e-tro 10 000 a dud hervez an istorour Montefiore.
Stadoù latin ar Reter a voe savet gant pennoù ar Groaziadeg. Rouantelezh Jeruzalem e oa an hini bouezusañ anezho, tro-dro d'ar gêr santel, gant Jafrez Bouillon en he fenn. Diwar neuze e voe difennet ouzh ar vuzulmaned hag ar Yuzevien dont d'ober o annez enni ; en o lec'h e voe diblaset kristenien eus Siria. Ar Bez Santel, distrujet gant ur c'halif e 1009, a voe adsavet, hag Hent ar Groaz (pe Via Dolorosa) a voe treset evit mat e kêr. Difennet e veze ar gêr hag ar rouantelezh gant meur a urzh relijiel soudardel evel, da skouer, an Urzh Teutonek ha Marc’heien an Templ, int staliet war Menez an Templ, e moskeenn al-Aqsa. E fin an XIIvet kantved e oa kresket ha kreñvaet ar gêr-benn latin ; hogen d'o zro e lakaas ar vuzulmaned en o soñj dieubiñ ur gêr hag a oa santel evito ivez.
Ar penn muzulman Saladin en doa kresket e sultaniezh eus Egipt betek Siria, ha goude bezañ bet taget gant Kroazidi e tivizas reiñ lamm dezho. E miz Gouere 1187 e pilas an arme latin e Hattin, hag e tapas he fennoù da brizonidi, en o mesk Guy Lusignan, roue Jeruzalem. Tri miz goude e oa Jeruzalem e dalc'h ar sultan. Ne voe ket lazhadeget Jeruzalemiz gant e arme, rak emglev en doa skoulmet Saladin gant ar penn latin Balian Ibelin : ar gristenien a c'halle paeañ ur skodenn a voe lezet da vont, ar re all a voe graet sklaved ganto. Moskeenn al-Aqsa a voe digoret en-dro gantañ, met ne voe ket difennet ar relijionoù all, a viras pep a lec'h sakr : ar Bez Santel evit ar gristenien ha Moger an Daeroù evit ar Yuzevien. Kempennet e voe kêr, ha savet tier nevez enni : madrasaoù, ospitalioù, kibellec'hioù... Kement-mañ a zispleg e vez gwelet Saladin evel un den a bouez e istor Jeruzalem.
Ar gristenien a zalc'he mort ganti, ha meur a groaziadeg all a voe lañset ganto. Gant Richarzh Kalon Leon e voe renet an trede hini. Kazeg a reas ar roue saoz e 1192, met tapout a reas ar gwir evit ar birc'hirined da vont d'ar gêr santel. War ar memes tro ez ae muioc'h-mui a vuzulmaned e pirc'hirinaj da Medina ha Mekka, ha kalz anezho a rae un ehan e Jeruzalem. An dra-se zo kaoz e kreskas kêr tamm-ha-tamm, hag he foblañs, ken ma voe ret astenn he ramparzhioù.
Gant ar c'hwec'hvet Kroaziadeg, e 1229, e voe aloubet Jeruzalem gant ar bagadoù latin a-nevez. An impalaer Friedrich II, leun a finesaoù, a skoulmas marc'had gant ur c'halif evit ma vefe roet dezhañ Jeruzalem, Bethlehem, Nazaret hag o zrowardroioù. Diskar ar mogerioù-kreñv a rankas ober evit kement-se avat. Daoust ma oa bet anvet da roue e tistroas Friedrich II da Europa, ha dizemglev bras a savas buan etre ar pennoù latin – baroned, urzhioù hag all. Meur a wech e voe taget ha preizhet kêr Jeruzalem e-pad ar mare trubuilhet-se.
En taol fin ez eo Mamlouked Egipt, en ur drec'hiñ ar bandennoù mongol, a zeuas da vezañ mestr war ar Reter-Nesañ e 1261. E-pad ouzhpenn daou c'hant vloaz e renjont e Jeruzalem, betek 1516. Ur mare a verzh eo bet hini ar Vamlouked evit kêr. Modernaat a rejont kêr gant labourioù ha tier nevez, da skouer gant ur rouedad dour nevez. Tamm-ha-tamm e rojont plas d'ar relijionoù all : gallout a reas ar Yuzevien distreiñ adalek 1267, hag ar belerined kristen adalek 1342. Evel-se, e fin ar Grennamzer, e 1496, e oa e kêr un ugent bennak a ilizoù hag ur sinagogenn, hervez an istorour arab Mujir al-Din.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kêr New York, Stadoù-Unanet, sinet e 1993 gant Israeliz
- Fes, Maroko, sinet e 1982 gant Aotrouniezh Vroadel Palestina
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Istor
- Jeruzalem hag ar brezel etre Israeliz ha Palestiniz
- Tablezennoù akkadian
- Jérusalem, une ville mythique si chargée d'histoire gant André Lemaire, Rener studioù e Skol bleustrek ar studioù uhel.
- Al levrioù maen : Istor Jeruzalem gwelet en un doare barzhek gant René Saens, skrivagner
- Mediaoueg an tisavouriezh hag ar glad, poltredoù ha dielloù
- Chronique de Palestine
- Jeruzalem hiziv