Mont d’an endalc’had

Ardenne

Eus Wikipedia

Ardenne
low mountain range
Anv er yezh a orinArdenne, Ardennen, Årdene, Ardennen Kemmañ
Aradennad menezioùRhenish Massif Kemmañ
Anvet diwarArduinna Kemmañ
Anv annezidiArdenner Kemmañ
StadBelgia, Luksembourg, Frañs Kemmañ
E tiriadWallonia, Ardennes Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°15′0″N 5°40′0″E Kemmañ
Poent uhelañSignal de Botrange Kemmañ
Map

An Ardenne zo un takad douaroniel tremen 10 000 km² dezhañ hag a zo a-c'haoliad war broviñs Luksembourg e Belgia, Luksembourg, departamant gall an Ardennes ha war Rheinland-Pfalz en Alamagn ; er mervent anezhan emañ lodenn reterel diazad ar stêr Roen.

Gerdarzh

Un anv keltiek eo, eus ar gwriziennoù galianek *ardu- "uhel"[1] hag al lostger *-uindos "gwenn", "glan" (latinaet e -uenna)[2],[3].

Arduinna zo ivez anv un douez a oa gwarezez ar goadeg a c'holoe an Ardenne, hag a zo aet d'an doueez henc'hresian Artemis ha henroman Diana. Ardbinna e oa an anv e Rheinland-Pfalz, evel m'en diskouez un engouestl bet kavet e Hürtgenwald eno.

Meneget eo silvam Arduenna, "koadeg an Ardenn", gant Julius Caesar e pempvet levrenn Commentariorum de bello gallico[4]. Gant Strabon ez eo bet meneget ar goadeg ivez e Geograpika, levrenn IV, 3 §5 : « καλοῦσι δ΄ αὐτὴν Ἀρδουένναν kaloúsi d´ aftín Ardouénnan "Arduenna a vez graet anezhi" »[5],[6].

Anvioù

Dre m'emañ an Ardenne war meur a vro e vez lakaet el liester en darn vrasañ eus yezhoù ar bed : Ardenai, Ardenas, Ardennen, Ardennes hag all. E galleg avat, koulz e Bro-C'hall hag e Belgia, e tiforc'her etre l'Ardenne (an diazad a-bezh) ha les Ardennes (rann c'hall an diazad). E Belgia e reer ivez l'Ardenne eus rann velgiat an Ardenne, tra ma ra ar C'hallaoued l'Ardenne belge anezhi ; les Ardennes belges a reont ivez evit o zostaat d'an departamant gall.

Disheñvel eo anv an diazad hervez ar vro m'emañ.

Walloneg : Årdene, en unander.
Champagneg : Ardenes, el liester.
Alamaneg, izelvroeg ha luksembourgeg : Ardennen, el liester.
  • ██ An Ardenne
  • Un aradennad menezioù herkiniat evel torosat Arvorig eo ar braz eus an Ardenne, da lavaret eo ez eo ur bladenn-venez hiziv. Skistek dreist-holl eo an torosad. Ar Signal de Botrange e proviñs Liège eo al lec'h uhelañ (694 metr) ; lec'h uhelañ Belgia eo ivez. Torosennek ha goloet a goadegi stank eo ar vro.

    Harzoù

    Bevennet eo er Su gant ar broioù Lorraine e Bro-C'hall, Gutland e Luksembourg, ha Gaume e Belgia ; eus ar c'hornôg d'an norzh gant traoñiennoù ar stêrioù Sambre, Meuse, Famenne ha Hesbaye ; er reter gant torosad en Eifel en Alamagn, a-hed an harzoù gant Belgia etre Aachen ha Wasserbillig.

    Gorread
    • 11 200 km² eo gorread an Ardenne.

    E Wallonia emañ ar braz eus an diazad : er pep brasañ eus proviñsoù Luksembourg ha Liège, tost en hanter eus proviñs Namur, hag en un tamm bihan eus proviñs Hainaut. E rann hanternozel Dugelezh-Veur Luksembourg emañ ivez ; e Bro-C'hall e c'holo departamant an Ardennes hag un tamm eus departamant ar Meuse.

    Uhelder
    Signal de Botrange

    Plat eo Belgia war a lavarer, met uheloc'h eget Breizh eo pladenn an Ardenne : meur a lec'h eno zo uheloc'h eget ar Roc'h Ruz e Menez Are (385,01 m).

    • Signal de Botrange, 694 m, e Waimes, proviñs Liège.
    • Weisser Stein, 693 m, e Bullange, proviñs Liège, hag e Hellenthal, Nordrhein-Westfalen.
    • Baraque Michel, 681 m, e Waimes, Jalhay ha Malmedy, proviñs Liège.
    • Baraque de Fraiture, 651 m, proviñs Luksembourg.
    • Langlire, 598 m, e Gouvy, proviñs Luksembourg.
    • Galata, 589 m, proviñs Luksembourg.
    • Kneiff, 560 m, lec'h uhelañ Dugelezh-Veur Luksembourg.
    • Burrigplatz, 559 m, Dugelezh-Veur Luksembourg.
    • Croix-Scaille, 504 m, lec'h uhelañ an Ardenne e Bro-C'hall, Champagne ha proviñs Namur.
    • Les Hauts-Buttés, 500 m, Champagne.
    • Barrière de Champlon, 475 m, proviñs Luksembourg.
    Ar Sûre, an harzoù etre Alamagn (kleiz) ha Luksembourg (dehou)
    Dourredennoù

    Niverus eo ar stêrioù hag a eien en Ardenne : an Amblève (93 km), al Lesse (89 km), an Ourthe (181 km), ar Salm (34 km) hag ar Sûre (206 km) eo ar re bennañ. Ar Meuse eo ar stêr vras nemeti hag a dreuz an Ardenne, er c'hornôg.

    Hin

    Kerreizh dre vras eo hinad an Ardenne : klouar ha gleb e vez an hañvezhioù, hogen yen ha hir e vez ar goañvezhioù. Ar goadeg vras eo ar pennabeg d'an hinad-se dre ma lonk ul lodenn vars eus gremm an heol, ar pezh a vir ouzh an douar da dommañ ; en noz e vir ar gwez ouzh an aer a dommañ dre ar gremm o sevel diouzh al leur.

    Oadvezh an houarn

    En Henoadvezh diwezhañ ar maen, da vare Sevenadur La Madeleine (Magdalenian, -17 000 – -14 000), e oa hemolc'heien en Ardenne ; ur pemzek lec'hienn bennak zo bet kavet, hogos an holl anezho e saonennoù ar Meuse hag al Lesse. Aloubet e voe ar vro gant pobladoù deuet eus ar Reter, Kelted dreist-holl : ganto e voe annezet an uheldirioù adalek -500[8]. An Atuatuci, an Nervii, ar Remi hag an Dreverie oa ar blobaloù niverusañ ; Caerosi, Paemani ha Segni a oa ivez.

    Marevezh galianroman

    Pa voe aloubet Gallia Belgica gant ar Romaned, Ambiorix, a oa penn an Eburined, a glaskas repu en Ardenne, ma ne voe biskoazh kavet. Er Iañ kantved e voe diazezet Arlon, e proviñs Luksembourg hiziv, gant an Dreveri. Ar Romaned a savas hentoù bras a-dreuz an Ardenne : ar via arduenna etre Trier ha Tongeren, hag ur via romana etre Tongeren ha Metz.

    Kastell Bouillon[9]
    Krennamzer

    Peuravielet e voe an Ardenne gant Lambert Maastricht, eskob Tingeren. Etre tri eskopti e voe rannet ar vro : Tingeren, Liège ha Reims[8]. E 839 e voe diazezet Kontelezh an Ardenne etre Bastogne, Graide ha Stavelot. Buan en em lodennas avat[10]. Er bloaz 1082 en devoe Godefroy de Bouillon kastell Bouillon da hêrezh ; e werzhañ da briñs-eskob Liège a eure evit gallout kemer perzh er C'hentañ Kroaziadeg[11]. Er XVvet kantved e voe lakaet Bouillon da zugelezh en Impalaeriezh santel roman german, dalc'het gant an tiegezh La Marck hag a rene ivez war aotrouniezh Sedan, en Ardenne bepred. E 1549 e voe lakaet Robert IV de la Marck, aotrou Sedan, da briñs gant ar roue gall Henri II ; da briñselezh e troas aotrouniezh Sedan neuze.

    XVIvet kantvedXVIIIvet kantved

    E-pad ar brezelioù-diabarzh relijiel a voe e Bro-C'hall adalek 1562 betek 1598 e voe degemeret kalz protestanted e priñselezh Sedan, a reas berzh bras diwar donedigezh alvokaded, artizaned, kelennerien hag all. E 1642 avat e voe destaget ar briñselezh ouzh ar rouantelezh c'hall gant Louis XIII, abalamour m'en devoa Frédéric-Maurice de La Tour d'Auvergne (1605-1652), dug Bouillon ha priñs Sedan, kemeret perzh en un irienn enep kardinal Richelieu[12].

    A-viskoazh ez eo bet korvoet koadeg vras an Ardenne evit ar prenn, ar c'heuneud, an difraostañ da staliañ peurlec'hioù, hag ar fardañ glaou-koad evit ar govelioù niverus a oa er vro. Kement a c'hovelioù a oa ma troas an Ardenne da unan eus broioù kentañ en Europa a-fed metalouriezh.

    XIXvet kantvedXXvet kantved

    A-drugarez d'ar greanterezh-se e voe savet forzh hentoù ha hentoù-houarn er vro en XIXvet kantved[8].

    Drastet e voe tu gall an Ardenne gant ar brezel etre Bro-C'hall ha Prusia (19 a viz Gouere 187029 a viz Genver 1871), hogen dibistig e chomas Belgia ha Luksembourg[8].

    Ar vro a-bezh avat a voe gwall skoet gant ar Brezel-bed kentañ, adalek an deroù : Emgann an Harzoù e miz Eost 1914, da skouer. Ac'hubet e voe an Ardenne gant an Alamaned e-pad un darn vras eus ar brezel[8].

    E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe aloubet Dugelezh-Veur Luksembourg gant an Alamaned goude en devout treuzet an Ardenne etre an 10 hag an 13 a viz Mae 1940, hep na c'hellfe Belgiz hag ar C'halloued herzel outo. E dibenn ar brezel, er goañvezh 1944-45, e c'hoarvezas Emgann an Ardenne e Belgia, Luksembourg hag Alamagn, ma voe trec'h ar Gevredidi war an Trede Reich.

    XXIvet kantved

    Peogwir e oa bet diskaret greanterezh ar metalouriezh en Ardenne e troas ar vro war-du an touristerezh a-drugarez d'he c'hoadeg veur ha d'he Istor.

    Meur a vojenn zo en Ardenne, keltiek darn anezho[13]. An hini vrudetañ avat eo ar gurwerz c'hall Chanson des quatre fils Aymon, a voe lakaet war barch en XIIIvet kantved. Montessor, Montfort eo anv kastell ar pevar breur ; un dek uhelenn bennak a-us ar Meuse en Ardenne zo bet kinniget evit e lec'hiañ.

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • (fr) Lambot, Jean-Pierre. L'Ardenne. Bruxelles : Pierre Mardaga Éditeur, 1987 (ISBN 978-2-87009-316-0)
    • (fr) Vanderkindere, Léon. La formation territoriale des principautés belges au Moyen-Âge, levrenn II. Bruxelles : H. Lamertin, 1902 • Pennad XIV : Les comtés ardennais'. Kavet : 17/10/2023.
    • (fr) De Combarieu du Grès, Micheline & Subrenat, Jean. Les Quatre Fils Aymon ou Renaud de Montauban. Paris : Folio, 1983 (ISBN 978-2-07-037501-1)

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. (fr) Dottin, Georges (1920). La langue gauloise. Genève, Paris : Slatkine Reprints, 1985, pp. 61, 112, 228 (ISBN 978-2-05-100208-0)
    2. (fr) Delamarre, Xavier & Lambert, Pierre-Yves. Dictionnaire de la langue gauloise – Une approche linguistique du vieux-celtique continental. Paris : Éditions Errance, 2003, pp. 319-320 (ISBN 978-2-87772-237-7)
    3. (fr) Savignac, Jean-Paul. Dictionnaire français-gaulois. Paris : Editions de La Différence, 2004, p. 66 (ISBN 978-2-7291-1529-6)
    4. (la) Caius Julius Caesar. Commentariorum de bello gallico ''Liber quintus, 3. Kavet : 17/10/2023.
    5. (el) Lenn en-linenn. Kavet : 17/10/2023.
    6. (fr) Lenn en-linenn. Kavet : 17/10/2023.
    7. Ar skrid : Deae Ardbinnae Titus Iulius Aequalis solvit libens merito "A-c'hrad-vat en deus Titus Julis paeet an doueez Ardbinna".
    8. 8,0 8,1 8,2 8,3 ha8,4 Lambot, op. cit., pp.19-34.
    9. Luc'hskeudennet gant Ad Meskens e 2020.
    10. Vanderkindere, op. cit., pp. 228-229.
    11. (fr) Aubé, Pierre. Godefroy de Bouillon. Paris : Fayard, 1985, p. 221 (ISBN 978-2-213-01654-2)
    12. (fr) Scheidecker, Marc & Gayot, Gérard. Les protestants de Sedan au XVIIIe siècle – Le peuple et les manufacturiers. Paris : Honoré Champion, 2003, pp. 15-23 (ISBN 978-2-7453-0834-4)
    13. (fr) 'Ardenne mystérieuse'. Kavet : 17/10/2023.

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

      翻译: