Mont d’an endalc’had

Astana (Kazakstan)

Eus Wikipedia

Astana, bet Akmolinsk betek 1961, Tselinograd betek 1992, hag Akmola betek 1998 eo kêr-benn Kazakstan hag eil brasañ kêr ar vro. A-raok Astana e oa Almaty, kêr vrasañ ar vro, an hini a oa kêr-benn. Da 1 350 228 a dud e save ar boblañs d'ar 1añ a viz Kerzu 2022[1].

Astana a dalvez kement ha “kêr-benn” e kazakeg ; d'an 20 a viz Meurzh 2019 e voe adanvet Nursultan en enor d'ar prezidant kozh Nursultan Nazarbayev gant Parlamant Kazkastan[2].

  翻译: