Mont d’an endalc’had

Kunstmuseum Basel

Eus Wikipedia
Kunstmuseum Basel

Kunstmuseum Basel (alamaneg a dalvez Mirdi arzoù Basel) eo ar mirdi suis ma kaver ar muiañ a oberennoù, hag emañ war roll suis ar madoù sevenadurel a dalvouedegezh rannvro ha broadel[1]. Ken abred hag e 1661 e voe krouet ga voe prenet gant ti-kêr Basel un hollad oberennoù anvet Cabinet Amerbach diwar anv ur familh madoberourien ha dastumerien oberennoù arzel. Evel-se e teuas da vezañ ar mirdi kentañ perc'hennet gant un ti-kêr. Ennañ e kavet oberennoù eus ar 15vet kantved betek an amzer vremañ : eus oberennoù savet etre 1400 ha 1600 e rannvro ar Roen uhel betek oberennoù savet er 21 kantved.

Mont e-barzh Kunstmuseum Basel

E Kunstmuseum Basel emañ datsumad brasañ ar re Holbein hag ivez oberennoù gant Konrad Witz, Hans Baldung, Martin Schongauer, Lucas Cranach gozh ha Mathias Grünewald. Evit a sell ouzh ar 17vet hag an 18vet kantved e kaver livadurioù gant Peter Paul Rubens, Rembrandt ha Jan Brueghel gozh. E-keñver an 19vet kantved ez eus oberennoù gant Édouard Manet, Claude Monet, Paul Gauguin, Paul Cézanne, Vincent van Gogh, Arnold Böcklin ha Ferdinand Hodler. Evit a sell ouz an 20vet kantved ez eus oberennoù kubour gant Pablo Picasso, Georges Braque ha Juan Gris hag oberenoù eztaolour gant Edvard Munch, Franz Marc, Oskar Kokoschka hag Emil Nolde. Oberennoù sevelour dada, dreistgwirvoudel hag arz amerikan abaoe ar bloavezhioù 1950 a zo ivez. Menegomp ivez oberennoù gant Fernand Léger, Paul Klee, Alberto Giacometti ha Marc Chagall.

Evit a sell ouzh an arz a vremañ e kaver oberennoù gant arzourien stadunanat, alaman, italian ha suis evel Joseph Beuys, Andy Warhol, Jasper Johns, Georg Baselitz, A.R. Penck, Brice Marden, Bruce Nauman, Jonathan Borofsky, Roni Horn, Francesco Clemente, Mimmo Paladino, Enzo Cucchi, Walter Dahn, Martin Disler, Siegfried Anzinger, Leiko Ikemura, Markus Raetz, Robert Therrien, Rosemarie Trockel ha Robert Gober.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  翻译: