Mont d’an endalc’had

Gouel ar Rouaned

Eus Wikipedia
An Azeuladenn, gant Sandro Botticelli (1475), Mirdi an Ofisoù

Gouel ar Rouaned, Gouel ar Rouanez (Rouane e Buhez ar Sent 1912), Gouel ar Sterenn, zo ur gouel e relijionoù kristen 'zo hag a zegas soñj eus an Tri Roue bet o tegas profoù da Jezuz pa oa bet ganet.

Daoust ma n’eo skrivet e nep lec’h en Aviel e vez graet rouaned anezho gant an hengoun hag e vije bet tri anezho.

Hervez aviel Mazhev : "O vezañ aet en ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ez azeuljont anezhañ ha goude bezañ digoret o zeñzorioù e kinnigjont profoù dezhañ : aour, ezañs ha mir". (Aviel Mazhev, II, 12).

N'eo ket resisaet anvioù an tri roue, met pourvezet int bet dezho gant an hengoun.

Dont a raent eus broioù ar sav-heol ha heuliet o dije bet ur steredenn vras hag he dije diskouezet an hent dezho. Hervez Sant Mazhev e c'houlennatajont an dud, ur wech erruet e Jeruzalem (a zo un 10 km eus Bethleem), dre m'edont o klask roue nevez-c'hanet ar Yuzevien, ar pezh a nec'has Herodez, gouarnour Judea, met ne fellas ket d'ar vajed dont d'e gelaouiñ war ar bugel en-dro.

Penaos e vezont skeudennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Tri Roue e kraou ar Mabig Jezuz, taolenn gant Fra Angelico ha Filippo Lippi

Skeudennet e vezont war meur a livadur ha meur a delwenn gant dilhad koustus ha livet liesliv.

A-hed ar c’hantvedoù eo emdroet o skeudenn. Lavaret zo bet e skeudennont teir rann ar bed anavezet d’ar c’houlz-se : Melkior a zeu eus Azia, Gaspar eus Europa, ha Baltazar eus Afrika.

Tri oad an den a skeudennont ivez : unan zo kozh, an eil zo e-kreiz e vrud, hag an trede zo yaouank.

Lidet e vez Gouel ar Rouaned d’ar 6 a viz Genver, pe neuze d’an eil Sul war-lerc’h Nedeleg (evit Iliz Frañs).

Gwastell ar Rouaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Debret e vez kaletez ar rouaned a zo ur favenn e-barzh. An den emañ ar favenn en e lodenn a zeu da vezañ roue pe rouanez evit an devezh, roet ur gurunenn dezhañ pe dezhi.

Er broioù spagnolek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Tri Roue (los Reyes Magos) eo a zegas profoù d'ar vugale, n'eo ket Tad-kozh an Nedeleg a ra.

  翻译: