Mont d’an endalc’had

Islandeg

Eus Wikipedia
Islandeg
(íslenska)
Perzhioù
Komzet e : Island
Komzet gant : 280 000
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Germanek
Germanek an hanternoz
Skandinavek ar c’hornôg
Islandeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Island
Akademiezh : Ensavadur an Islandeg
(Íslensk málstöð)
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 is
ISO 639-2 isl
ISO 639-3
Kod SIL ISL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Ljóni o komz islandeg
Un arroud islandek en ul levr

Ur yezh c'hermanek eus skourr yezhoù skandinavek ar c’hornôg eo an islandeg (íslenska), komzet en Island dreist-holl. Un nebeud islandegerien a gaver ivez e Kanada hag e Stadoù Unanet Amerika.

An islandeg eo ar yezh skandinavek emdroet an nebeutañ e-keñver an henyezh. Furmoù disheñvel o devez an anvioù evit ezteurel o c’harg yezhadur : gant morfemoù e vez merket an troadoù, ar reizh hag an niver, evel ma veze graet en henskandinaveg.

En abeg da se n'eo ket re ziaes da Islandiz hiziv an deiz lenn testennoù eus ar Grennamzer, evel sagaoù ar Vikinged, bet savet tremen seizh kantved zo.

Skrivet e vez an islandeg gant al lizherenneg latin, gant un nebeud lizherennoù dibar evel : Á/á, É/é, Í/í, Ó/ó, Ú/ú, Ý/ý, Ð/ð (distaget evel an "th" saoznek er ger this), Þ/þ (distaget evel an "th" saoznek er ger thin pe evel ar <z> spagnolek er ger cabeza), Ö/ö hag Æ/æ. Ne reer ket gant al lizherennoù <c>, <q>, <w> ha <z>.

Evezh bras a daol an islandegerien ouzh « glanded » o yezh ; ne fell ket dezho e vefe gerioù estren enni. Abalamour da se e reer en islandeg gant gerioù disheñvel-mat diouzh re ar yezhoù indezeuropek all, evit ar meizadoù nevez a vez anvet e kalz yezhoù alies gant gerioù amprestet digant al latin pe ar gresianeg.

  • Un nebeud skouerioù
urzhiataer = tölva (savet diwar tala, "niver", ha völva, "divinourez", "urisinourez").
burev = skrifstofa ("kambr skrivañ")
c’hoariva = leikhús ("ti-c’hoari")
paseporzh = vegabréf ("tremen-hent")
pouezventer = loftvog ("mentel an aer")
margarin = smjörlíki ("tra heñvel ouzh amann")
kenrouedad = veraldarvefurinn ("rouedad bedel")

Gerioù brezhonek amprestet digant an islandeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Bater en islandeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Faðir vor, þú sem er á himnum.
Helgist þitt nafn, til komi þitt ríki,
verði þinn vilji, svo á jörðu sem á himni.
Gef oss í dag vort daglegt brauð.
Fyrirgef oss vorar skuldir,
svo sem vér og fyrirgefum
vorum skuldunautum.
Og eigi leið þú oss í freistni,
heldur frelsa oss frá illu.
Því að þitt er ríkið, mátturinn og dýrðin
að eilífu amen.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  翻译: